Binioù




Ar binioù (distaget [bi'niːu]), pe sac'h-binioù, pe pib-sac'h zo ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, a gaver e meur a vro, ha dezhañ meur a anv. Div duellenn zo da vihanañ, unan a c'hwezher aer dezhi en ur sac'h, hag unan all a soner an notennoù warni.
Un den a son binioù a zo ur biniaouer.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Émile Ernault e teu ar ger brezhonek eus ur stumm benni, hag a zeu-eñ eus bann, korn[1]. Hervez Léon Fleuriot avat e teufe kentoc'h eus an henvrezhoneg bann, dasson, heson[2].
Hervez un displegadur poblek e teufe ar ger brezhonek eus an droienn sac'h-binioù, dre ma seblant bezañ ur sac'h ma weler treid binvioù outañ.
Seurtoù binioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- binioù kozh
- binioù skos (pe binioù bras, pe pib-veur)
- gaita, en Asturies, e Galiza hag e Portugal
- mizwad
- pib-ilin
- tulum
Biniaouerien veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galiza
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket ral ar viniaouerien e taolennoù al livourien flamank, evel Pieter Brueghel gozh.
El livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù renket hervez an istor.
- Binioù an diaoul. Flemmskeudenn brotestant
- Biniaouer, gant Pieter Brueghel gozh
- Biniaouer, gant Pieter Brueghel gozh
- Daou viniaouer, gant Hieronymus Bosch.
- Ganidigezh Jezuz, gant Gaspar de Crayer. Ur biniaouer en diadreñv.
- Ur biniaouer, gant Antoine Watteau, XVIIIvet kantved.
- Talabarder ha biniaouer, gant Boris Grigoriev.
Dre vroioù ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù renket hervez anvioù ar broioù en urzh al lizherenneg.
- Biniaouer en Albania
- Ar gaita de boto eo hini Aragon.
- E Celanova e Galiza
- Duda Hungaria
- E Makedonia.
- Kathryn Tickell o seniñ binioù Northumbria
- Daou viniaouer e Pologn
- Biniaouer serb.
- Biniaouer skosat
- Binioù doare Sveden.
- Ur soner tulum (binioù) eus Turki
- Hümmelchen.
