Mont d’an endalc’had

Buhez Breiz

Eus Wikipedia

Buhez Breiz a oa ur gelaouenn viziek, e brezhoneg hag e galleg, a voe embannet eus 1919 betek 1924 e Brest. Dindan hec'h anv ez eus bet embannet un nebeud levrioù brezhonek ha gallek gant harp al levrdier-embanner kemperat Adolphe Le Goaziou.

Istor ar gelaouenn

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

E miz Genver 1919 e teuas an niverenn gentaƱ er-maez, moullet e ti-moullaƱ Alfred Lajat, e Montroulez. Savet e oa bet, ha renet e oa, gant PĆŖr Mokaer. Displeget e oa pal ar gelaouenn gant an istitl a oa roet dezhi, "Revue bretonne bilingue d'action bretonne". Er skipailh a oa bodet en-dro da BĆŖr Mokaer, evit an niverennoù kentaƱ, e oa Daniel Bernard, Leon ar Berr, Ivon Krog, Pol DiverrĆØs, Maurice Duhamel, ar Markiz L'Estourbeillon, Francis Gourvil, Jules Gros, Loeiz Herrieu, Alfred Lajat, Erwan Marec, Ɖmile Masson, Louis Nicolas ha FraƱsez VallĆ©e. Pennadoù e brezhoneg ha pennadoù e galleg a veze embannet. Evit ar pennadoù e brezhoneg e veze graet gant doare-skrivaƱ Emgleo ar Skrivagnerien, pe gant doare-skrivaƱ Yezhadur Guillevic hag ar Go evit an testennoù gwenedek[1].

A bep seurt pennadoù brezhonek a bouez a voe embannet gant Buhez Breiz. A-dammoù e voe embannet Bilzig, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, ar Sketla Segobrani, kontadennoù Ivon Krog. Gant lod anezho e voe graet levrioù, embannet gant ar gelaouenn diwezhatoc'h. Sellit ouzh ar ranbennad war Embannadurioù Buhez Breiz pelloc'h. E dibenn 1919 e paouezas Buhez Breiz da zont er-maez.

Daou vloaz diwezhatoc'h avat e teuas er-maez adarre, met moullet e veze e Brest diwar neuze, e ti an Dépêche. Joseph Ollivier, eus Landerne, e oa ar merour. Dont a reas Buhez Breiz ingal er-maez, gant niverennoù enno etre 32 ha 48 a bajennoù, betek dibenn 1924. E niverenn miz Kerzu, er bloavezh-se, e voe kemennet d'al lennerien gant Pêr Mokaer ne zeuje ket ar gelaouenn er-maez ken. Hervez pennad Pêr Mokaer e oa peogwir e oa-eñ foulet gant labourioù all[2], met moarvat e oa ivez dre ma oa re nebeut a lennerien. Skrivañ a reas Taldir e niverenn diwezhañ ar c'h-Consortium Breton, un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h, e oa en abeg da se e voe paouezet da embann Buhez Breiz[3].

Un taol-esae kentelius e voe evit Frañsez Jaffrennoù-Taldir, pa glaskas-eñ sevel ur gelaouenn divyezhek sirius ha skañv kreizennet tro-dro da C'hoursez Breizh[4] (ha dezhañ e-unan) hag e kavas bod er C'honsortium breton, a-raok krouiñ Embannadurioù Armorica a voe skor ar gelaouenn An Oaled.

Embannadurioù Buhez Breiz

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

E 1922 hag e 1924 e voe embannet 7 levr merket warno "Ɖditions de la revue Buhez Breiz" (Embannadurioù ar gelaouenn Buhez Breiz). Chomlec'h Levrdi Ar Gwaziou a voe merket war al levrioù, pa voe fiziet ar gwerzhaƱ ennaƱ, met an embanner gwir a oa e Brest, e ti PĆŖr Mokaer. 5 levr e brezhoneg a voe ha 2 e galleg. Embann kement-se a levrioù e brezhoneg dindan daou vloaz zo un taol kaer, met choaz an temoù a c'heller merzout ivez. Un danevell istorel ijinet, met gwriziennet en enklaskoù istorel a voe embannet e 1922, un eztennadenn eus Sketla Segobrani e voe, an tri levr all da vezaƱ embannet er bloaz war-lerc'h. Mojennoù hengounel Breizh a ya d'ober ar peurrest. Bilzig, hag ar romant-se un oberenn a bouez, a voe embannet a-dammoù e-barzh ar gelaouenn, met am embannadenn glok a zeuas er-maez just goude ma voe echuet embann ar gelaouen[5].
DisheƱvel-tre e oa an daou levrig gallek pa voe moullet ur brezegenn gant James BouillƩ hag ur pezh-c'hoari en un arvest gant Charles Picquenard.
Ne c'hellas ket tud ar gelaouenn sevel ur gwir ti-embann. Ne oa ket prest al lennerien da souten un ti-embann brezhonek evel ma soutenent Emgleo Sant Iltud, un ti-embann kempred troet war-zu ar c'hentelioù relijiel. Ha tra ma'z eo embannadennoù Buhez Breiz ur rakskeudenn eus Levraoueg Gwalarn e vankas ur skipailh lennegel-rik dezho.

  • Marc'hekadenn Atepomaros, tennet eus "Sketla Segobrani" gant X3[6], Ɖditions de la revue "Buhez Breiz", 1922, 24 p.
  • Yvon Crocq (Eostig Kerinek). Eur Zac'had Marvailhou, Brest (Kemper, 7 Streat Sant-Fransez), Ɖditions de la Revue "Buhez Breiz". E Kemper, E ti Ad. Le Gosziou, Leorier, 1924, 216 p.
  • Gwechall-goz e oa... Marvailhou Dastumet gant Gabriel Milin, Brest, Ɖditions de la revue "Buhez Breiz", 1924, 96 p.
  • Charles Picquenard, Le Malin Youennik, conte breton de l'ancien temps en un acte, en vers par Ch. de Keranbarz, Brest, Ɖditions de Buhez Breiz, 1924, 40 p.
  • Mojennou Brezonek. An Heol hag al Loar gant Barz ar Goued, rener Breuriez Veur ar Brezoneg. Fables bretonnes. Le Soleil et la lune par E. Ernault, prĆ©sident de l'AcadĆ©mie bretonne, Brest, 1924, 8 p.
  • James BouillĆ©, architecte, L'Art en Bretagne. ConfĆ©rence faite au CongrĆØs panceltique, Ć  Quimper, le mardi 9 septembre 1924, Kemper, Ɖditions de Buhez Breiz, 1924, 21 p.
  • FaƱch al Lae, Bilzig, Kemper, Ɖditions de Buhez Breiz, 1925 (1924 merket war ar golo), 189 p.

E 1943 ec'h embannas Adolphe Le Goaziou, Ma c'horn-bro, un teskad barzhonegoù savet gant Fañch an Uhel, en ur adkemer holl neuz levrioù Buhez Breiz : ment, liv ar goloenn ha lizherennoù.

Notennoù ha daveennoù

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]
  1. ↑ L'orthographe sera celle de l'Emgleo ar Skrivagnerien pour le breton gĆ©nĆ©ral et celle de la grammaire de Guillevic et Le Goff (tendance Dihunamb) pour le vannetais. E-barzh Buhez Breiz, niv. 1, Genver 1914
  2. ↑ ... absorbĆ©s par nos occupations professionnelles, nous nous voyons contraints d'arrĆŖter la publication de notre Revue avec ce numĆ©ro. E-barzh Buhez Breiz, niv. 48, miz Kerzu 1924.
  3. ↑ "Elle cessa sa parution avec le numĆ©ro de dĆ©cembre 1924, par suite de la disette d'abonnĆ©s, exactement 231 au 31 dĆ©cembre 1924". E-barzh Le Consortium Breton, niv. 23, 1928.
  4. ↑ Kazi pep kenlabourer d'ar gelaouenn Buhez Breiz a voe ezel eus ar C'hoursez.
  5. ↑ Eil embannadenn gant Emgleo Breiz e 1963.
  6. ↑ Emil Ernault, Meven Mordiern, FraƱsez VallĆ©e.