Mont d’an endalc’had

CAPTCHA

Eus Wikipedia
Un doare CAPTCHA kozh : evit touellañ ar robotoù, distummet eo bet ar steudad lizherennoù "smwm" lakaet war un drekleur splann he liv ha dinaouet war-du ar gwenn.

CAPTCHA zo un prouad en doare goulenn-respont evit gwareziñ etrefasoù implijer lec'hiennoù web en ur ziarbenn tagadennoù gant robotoù ha spamoù dre dermeniñ hag un den pe ur robot zo o klask tizhout al lec'hienn, rak un den hepken a c'hall kavout ar respontoù mat[1].

Ur gwreskanv eo CAPTCHA : Completely Automated Public Turing test to tell Computers and Humans Apart ("Prouad Turing emgefreekaet-holl evit diforc'hiñ urzhiataerioù diouzh tud")[2], bet goveliet 2003 gant Luis von Ahn, Manuel Blum, Nicholas J. Hopper ha John Langford[3].
Un doare CAPTCHA a oa bet ijinet c'hoazh e 1997 gant daou strollad a oa o labourat hep anavout an eil egile ; ret e oa d'an den kompren en ur steudad lizherennoù pe sifroù a oa distummet.

Ne c'hall ket ur robot kavout an diskoulm ("trefle"), ha lod tud ne c'hallont ket ivez.

Stourm ouzh robotoù eo pal CAPTCHA : mirout outo a implijout servijoù a zo bet savet evit tud, a verzañ lec'hiennoù web, a gorvoiñ en un doare direzh ar roadennoù a vez dastumet, a ziskwel titouroù diwir, hag a zastum roadennoù hep aotre ebet ; efedus eo CAPTCHA e kalz lec'hiennoù web[4].
Lod CAPTCHA nevez a zielfenn emzalc'h an implijerien war an Internet evit prouiñ ez eus tud anezho[5] ; en degouezh-se ne zeu CAPTCHA war wel nemet pa hañval emzalc'h an implijer(ez) bout hini ur robot : chomlec'h IP divoas, un niver bras a bajennoù goulennet, klikadennoù re brim.

Abaoe ar bloavezhioù 1980 ha 1990 ez eus bet tud mennet da skrivañ testennoù na c'hallont ket bout lennet gant un urzhiataer. Preizherien (hackers) a gase skridoù a-zivout dodennoù skoemp e oa ar braz anezho en deroù, pa soñje dezho e veze evezhiet ar c'hemennadoù dre c'herioù-alc'hwez ; evit treiñ diwar siloù an evezhierezh-se e vezent boas da erlec'hiañ steudadoù arouezennoù ouzh lizherenn lod gerioù, da skouer WIKIPEDIA a c'hellfe bout skrivet « \^/||<||"£|)|/\ » a-douez doareoù all, ha dic'houest e oa ar siloù da zinoiñ an holl c'herioù-se. Diwezhatoc'h e voe brudet an doare-se dindan an anv leetspeak, "prezeg ar vegenn", ha 1££t Speak[6].

Adalek ar bloaz 2000 e voe implijet CAPTCHA e lec'hiennoù web. Unan eus an doareoù kentañ e voe ar prouad Gausebeck–Levchin : ur steudad lizherennoù ha sifroù distummet a ranked lenn hag adskrivañ en ur vaezienn ; aes e oa d'un den ober pa oa diaes-bras da urzhiataerioù ar mare. Unan eus an embregerezhioù kentañ oc'h implijout ar prouad-se e voe al lusker enklask AltaVista (1995-2013, ar bloaz ma voe prenet gant Yahoo!)[7] ha PayPal (bet diazet e 2000)[8].

Ur c'houzavadenn digant ar merseer Tor a-zivout ul lec'hienn a zo o klask lenn ur reCAPTCHA.

Un deveradur eus CAPTCHA, anvet reCAPTCHA ("adCAPTCHA"), a voe prenet gant Google e 2009[9]. Disheñvel diouzh CAPTCHA kozh, ma veze ret adskrivan gerioù pe anavout skeudennoù, eo reCAPTCHA : bremañ e tastum roadennoù a-zivout emzalc'h an implijer(ez), da skouer dre an deknologiezh anvet canvas fingerprinting ("moullañ louc'hoù ar bizied war lien"). An deknologiezh-se a gorvo ar merk HTML5 <canvas> evit tresañ ur skeudenn guzh er furmad bitmap (.bmp) a zeskriv emzalc'h an implijer(ez) ; drezi e c'heller termeniñ hag ur robot pe un den zo o klask tizhout al lec'hienn web, ha mard eus entremar e kinniger ar skeudenn evel CAPTCHA. Ar skeudenn-se a c'hall bout gwerzhet da embregerezhioù evit kinnig bruderezh personelaet buket war an den-mañ-den[10].
E 2026, Google a embannas kentelioù nevez eus reCAPTCHA a c'houlenn ma vefe implijet ur c'hod QR (QR-code, "kod Respont Prim") e poellgomzer an implijer(ez), ha ret eo e vefe Google Play en ardivinkoù a ya en-dro dre Android. Ne vo ket tu neuze da ziskoulmañ nep CAPTCHA hep Google Play[11].

Emgefre eo CAPTCHA, nebeut a oberoù zo rekis evit e zerc'hel e ratre hag e verañ ; solius ha marc'had-mat eo neuze.

Teir barregezh zo rekis evit diskoulmañ ur skrid CAPTCHA : bout gouest da anavout lizherennoù daoust pegen distummet int bet, bout gouest da anavout un esaouenn etre div lizherennoù (etre daou c'her eta), ha bout gouest da zielfenniñ ar steudad lizherennoù en un doare hollek (kompren e ster an daou c'her).
Pep hini eus ar barregezhioù-se a zae un urzhiataer, ha pa vefent kinniget unan-hag-unan dezhañ ; hogozik dic'houest eo da ziskoulmañ ul luziadell CAPTCHA neuze[12].

Petra bennak ma 'z eo bet fardet evit abegoù a surentez, CAPTCHA a vez implijet ivez evit amprouiñ teknologiezhioù an naouegezh kalvezadel (NK) : forzh pe brogramm hag a zo gouest da ziskoulmañ forzh pe CAPTCHA a c'hall bout implijet evit diskoulmañ ur gwall gudenn en NK[13]. Daou splet zo en implij kudennoù an NK evit gwareziñ ar surentez : mar n'eo ket diskoulmet ar gudenn e chom CAPTCHA un doare solius da ziforc'hiñ tud diouzh urzhiataerioù, ha mard eo diskoulmet ez eo diskoulmet kudenn an NK war an dro[3].

CAPTCHA e farsi

Ur gudenn zo bet spisverket gant ar World Wide Web Consortium (W3C) : ne c'hall ket tud dall pe izel o gweled diskoulmañ CAPTCHA pa vez diazezet war steudadoù arouezennoù da lenn pe war skeudennoù da anavout ; an drouklennerien a vez lakaet diaes ivez[14]. Peogwir ez eo bet savet CAPTCHA evit ma ne c'hellfe ket bout lennet gant ardivinkoù, binvioù da sikour an dud nammet evel ar re a dro skridoù ha skeudennoù da gomzoù pe da skritur Braille ne c'hallont ket mont en-dro ; dre-se ne c'hall ket un dregantad bihan a dud implijout servijoù web evel PayPal, a-douez kalz re all. Danvez zo aze evit tamall droukziforc'h da berc'henned al lec'hiennoù web a implij CAPTCHA.

Lod luziadelloù CAPTCHA a ginnig un doare goulenn all d'an dud nammet dre o gwel. Digejañ ar gomz zo unan anezho, met ken abred ha 2011 ez eo bet prouet e c'heller e derriñ[15]

Klasket ez eus bet gwellaat CAPTCHA neuze. An embregerezh Protect Web Form a ginnigas Smart CAPTCHA ("CAPTCHA speredek"), ma vez kemmesket CAPTCHA gant JavaScript. Dic'houest eo an darn vuiañ eus an urzhiataerioù da zielfenniñ hag implijout JavaScript, setu e vez leuniet maeziennoù CAPTCHA en ur guzhat koulz ar skeudenn hag ar vaezienn diouzh selloù an dud[16],[17].

Un hentenn all eo MAPTCHA ("M" = mathematical), a ziskouez d'an implijer(ez) ur gevatalenn jedoniel eeun a ranker diskoulmañ. Setu a zo mat pa ne c'heller ket kompren en ur skeudenn, met div gudenn zo : aes a-walc'h e c'hall ur meziant kavout ar respont mat, ha stanket e chom lod tud a zo droukjederien[18].

CAPTCHA a c'hall bout ul luziadell a ziskoulmer dre boell pe ur c'hwiz, met gwanderioù zo bet kavet en doare[19].

Treiñ diwar CAPTCHA

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goprañ un den d'e ziskoulmañ zo un doare da dreiñ diwar CAPTCHA ; un doare all eo implijout an deskiñ emgrefre (machine learning) evit fardañ un diskoulmer emgefreekaet[20]. Kalz servijoù web a ginnig diskoulmañ CAPTCHA en un doare emgefre[21].

Tremen dreist CAPTCHA a c'heller dre stalioù-labour, kuzh an darn vuiañ anezho, ma vez lakaet tud paour da ziskoulmañ luziadelloù CAPTCHA a-gantadoù dre eurvezh en eskemm ouzh ur gopr izel-izel, war-dro 1 dollar evit 1 000 CAPTCHA diskoulmet[22].

Un doare all eo adkas CAPTCHA al lec'hienn taget d'al lec'hienn tager dre ur skript ; tud o weladenniñ lec'hienn an tager a ziskoulm CAPTCHA al lec'hienn taget, hag aesoc'h a-se eo an dagadenn[23],[24]

E 2023, klaskerien a lakaas ChatGPT da douellañ unan eus implijidi un embregerezh dre lavaret dezhañ ne oa ket ur robot hogen un dall ha goulenn digantañ diskoulmañ ul luziadell CAPTCHA evitañ[25].

Tagadennoù dre zeskiñ emgefre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardivink vs CAPTCHA

Setu amañ ul luziadell ganet dre ar c'hod
<img src="/captcha.php?code=5k3tC40A" />
Dic'houest eo an ardivink da lenn ar skeudenn, met gouest eo da lenn ar c'hod mammenn hag ar respont : 5k3tC40A.

E penn-kentañ al luziadelloù CAPTCHA ne oa hentenn voutin ebet evit sevel ha prouadiñ luziadelloù CAPTCHA[12]. En abeg da gement-se e voe fardet luziadelloù digemm o hirder, alies e veze kinniget an hevelep steudad lizherennoù pe goublad gerioù, ar pezh a aesae labour an urzhiaterioù evit o diskoulmañ. Adalek reCAPTCHA e voe degaset kemmoù en doare da sevel al luziadelloù : lakaat al lizherennoù an eil re stok ouzh ar re all, o barrenniñ, kemmañ an drekleur, hag all[26].

E miz Here 2013, an embregerezh NK Vicarious e California a embannas e oa bet savet gantañ un algoritm a oa gouest da ziskoulmañ 90% eus al luziadelloù CAPTCHA nevesañ[27] ; tremen 50 disklêriadenn damheñvel a oa bet graet abaoe 2003[28].

E miz Here 2018 da geñver emvod CCS '18 (Computer and Communication Security 2018) an Association dor Computing Machinery (ACM) e Toronto, ur skipailh ijinourien sinaat a ginnigas un tager diazezet war an deep learning ("deskoni zon", da lavaret eo e tesk an ardivink hep bout maget gant den) hag a oa gouest da ziskoulmañ 11 CAPTCHA a-douez ar re a gaver an aliesañ war ar 50 lec'hienn web a vez gweladennet an aliesañ ; ur 500 CAPTCHA bennak zo a-walc'h evit gourdoniñ hevelep diskoulmer[29].

Eilkevraterezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niverus eo an embregerezhioù evel 2Captcha ha DeathByCaptcha hag a ginnig diskoulmañ luziadelloù CAPTCHA gant tud pe ardivinkoù, evit ur priz ken izel ha 0,50 dollar evit 1 000 CAPTCHA diskoulmet[30]. Dre ar servijoù-se e c'heller kaout etrefasoù programmiñ arloadoù (Application Programming Interfaces, API) ha dafar all evit ensoc'hañ programmoù da ziskoulmañ luziadelloù CAPTCHA er binvioù end-eeun e vez stourmet outo gant CAPTCHA[31].

Amañ ez eo ret klikañ war ar skeudennoù ma teu logo Wikipedia war wel.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Lod luziadelloù CAPTCHA a ginnig skeudennoù e-lec'h lizherennoù ha gerioù ; ret eo d'an implijer(ez) anavout ar pezh a zo diskouezet e pep skeudenn (loened, plant, traezoù, tud). Diaesoc'h e vez d'an urzhiataerioù diskoulmañ hevelep luziadelloù.

Da geñver 7vet Kuzuliadeg Etrebroadel a-zivout Surentez an Ditouriñ (7th International Information Security Conference, ISC'04) e Palo Alto e 2004, an ijinourez Monica Chew a ginnigas teir c'hentel CAPTCHA dre skeudennoù : kavout ar ger a zo boutin d'ar skeudennoù ; diforc'hiñ etre div dodenn ; kavout ur skeudenn na glot ket gant ar re all. An doare diwezhañ-mañ zo diaes-tre d'an urzhiataerioù padal e c'hall an holl dud e ziskoulmañ[32].
Pelloc'h c'hoazh ez eas ACM e 2005 gant ar raktres "IMAGINATION" (IMAge Generation for INternet AuthenticaTION), a ginnig luziadelloù CAPTCHA ma 'z eo ken torgammet ar skeudennoù ma ne c'hall ardinvink ebet o anavout.[33].

E 2007, ur skipailh e Microsoft a ginnagas un doare CAPTCHA nevez, a anvjont "ASIRRA" (Animal Species Image Recognition for Restricting Access) ma 'z eo ret diforc'hiñ etre kizhier ha kon e 12 skeudenn ; amprouennoù o deus dikouezet e c'hall 99,6% eus an dud diskoulmañ al luziadell e berroc'h amzer eget 30 eilenn padal ez eus 1 chañs diwar 54 000 ma vefe diluziet gant un urzhiataer[34]. Er bloaz 2014 e voe klozet ar servij ASIRRA gant Microsoft[35].

CAPTCHA faos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luziadelloù CAPTCHA faos a vez implijet evit kas drougiantoù ("meziantoù drouk", malware, malicious software) d'an dud dre an Internet.
Kibertorfedourien a vroud implijerien da ziskoulmañ hevelep luziadelloù faos-se, ar pezh a enkarg hag a stailh drougiantoù evel meziantoù spier (spyware), kement-se evit laerezh gerioù-tremen, roadennoù a-fet dougoù-moneiz niverel, ha titouroù personel all[36],[37],[38]

  1. ↑ (en) The reCAPTCHA Project – Carnegie Mellon University CyLab. Kavet : 03/11/2026.
  2. ↑ (en) What is CAPTCHA? – Google. Kavet : 03/11/2026.
  3. 1 2 (en) CAPTCHA : Using Hard AI Problemsfor Security. In : Biham, Eli. Advances in Cryptology – EUROCRYPT 2003. New York : Springer, 2008, pp. 294-311 (ISBN 978-3-540-14039-9)
  4. ↑ (en) Stec, Albert. What is CAPTCHA and How Does It Work? – Baeldung.
  5. ↑ (en) How CAPTCHAs work – Cloudflare. Kavet : 03/11/2026.
  6. ↑ (en) An Explanation of l33t Speak – BBC, 06/09/2011. Kavet : 03/11/2026.
  7. ↑ (en) Soto, Micah. The origin of CAPTCHA and reCAPTCHA – TipsMake. Kavet : 03/11/2026.
  8. ↑ (en) Stringham, Edward P. Private Governance: creating order in economic and social life. Oxford : Oxford University Press, 2015, p. 105 (ISBN 978-0-19-936516-6)
  9. ↑ (en) Teaching computers to read: Google acquires reCAPTCHA – Google Official Blog. Kavet : 03/11/2026.
  10. ↑ Sivakorn, Suphannee & al. I am Robot: (Deep) Learning to Break Semantic Image CAPTCHAs. In : 2016 IEEE European Symposium on Security and Privacy (EuroS&P). New York : IEEE, 2016, pp. 388–403 (ISBN 978-1-5090-1751-5)
  11. ↑ (en) Google's new reCAPTCHA: Potential hurdle for Google-free Android variants – heise online. Kavet : 03/11/2026.
  12. 1 2 (en) Bursztein, Elie & al. Text-based CAPTCHA Strengths and Weaknesses. In : ACM Computer and Communication Security 2011. Kavet : 03/11/2026.
  13. ↑ (en) Moy, Gabriel & al. Distortion estimation techniques in solving visual CAPTCHAs. In : Computer Society Conference on Computer Vision and Pattern Recognition (CVPR 2004). New York : IEEE, 2004, pp. 23–28 (ISBN 978-0-7695-2158-9)
  14. ↑ (en) Inaccessibility of CAPTCHA – W3C. Kavet : 03/11/2026.
  15. ↑ (en) Bursztein, Elie & al. The Failure of Noise-Based Non-continuous Audio Captchas. In : 2011 IEEE Symposium on Security and Privacy. New York : IEEE, 2011, pp. 19–31 (ISBN 978-1-4577-0147-4)
  16. ↑ (en) Smart Captcha – ProtrctWeb Form, 2006. Kavet : 03/11/2026.
  17. ↑ (en) Invisible reCAPTCHA – Google. Kavet : 03/11/2026.
  18. ↑ (en) Inaccessibility of CAPTCHA – W3C. Kavet : 03/11/2026.
  19. ↑ (en) Gao, Song & al. Emerging-Image Motion CAPTCHAs: Vulnerabilities of Existing Designs, and Countermeasures. In : IEEE Transactions on Dependable and Secure Computing, levrenn 16, niv. 6, 2016, pp. 1040–1053.
  20. ↑ (en) Jakobsson, Markus. The death of the Internet. Hoboken : Wiley, 2012 (ISBN 978-1-118-06241-8)
  21. ↑ (en) Ghosemajumder, Shuman. The Imitation Game: The New Frontline of Security – Info Q, 08/10/2015. Kavet : 03/11/2026.
  22. ↑ (en) Motoyama, Marti & al. Understanding CAPTCHA-Solving Services in an Economic Context – University of California at San Diego, 2010. Kavet : 03/11/2026.
  23. ↑ (en) Doctorow, Cory. Solving and creating captchas with free porn – Boing Boing, 27/01/2004. Kavet : 03/11/2026.
  24. ↑ (en) Hire People To Solve CAPTCHA Challenges – Petmail Design, 21/07/2005. Kavet : 03/11/2026.
  25. ↑ (en) Hurler, Kevin. – Gizmodo, 16/03/2023 Chat-GPT Pretended to Be Blind and Tricked a Human Into Solving a CAPTCHA. Kavet : 03/11/2026.
  26. ↑ (en) Bursztein, Elie & al. The End is Nigh: Generic Solving of Text-based CAPTCHAs – Usenix Workshop on Offensive Technology, 2014. Kavet : 03/11/2026.
  27. ↑ (en) Summers, Nick. Vicarious claims its AI software can crack up to 90% of CAPTCHAs offered by Google, Yahoo and PayPal – TNW, 28/10/2013. Kavet : 03/11/2026.
  28. ↑ (en) Hof, Robert. AI Startup Vicarious Claims Milestone In Quest To Build A Brain: Cracking CAPTCHA – Forbes, 28/10/2013. Kavet : 03/11/2026.
  29. ↑ Ye, Guixin & al. Yet Another Text Captcha Solver: A Generative Adversarial Network Based Approach – ACM, 15-19/10/2018. Kavet : 03/11/2026.
  30. ↑ (en) Top 10 Captcha Solving Services Compared – Prowebscraper.
  31. ↑ (en) How Cybercriminals Bypass CAPTCHA – F5, 12/07/2017. Kavet : 03/11/2026.
  32. ↑ (en) Chew, Monica & Tygar, J. D. Image Recognition CAPTCHAs – University of California Berkeley. Kavet : 03/11/2026.
  33. ↑ (en) Datta, Ritendra & al. IMAGINATION: A Robust Image-based CAPTCHA Generation System – ACM Multimedia Conference, Singapore, miz Du 2005, pp. 331-334. Kavet : 03/11/2026.
  34. ↑ (en) Elson, Jeremy & al. Asirra: A CAPTCHA that Exploits Interest-Aligned Manual Image Categorization – Microsoft Research, 2007. Kavet : 03/11/2026.
  35. ↑ (en) After 8 years of operation, Asirra is shutting down effective October 1, 2014. Thank you to all of our users! – Microsoft Research. Kavet : 03/11/2026.
  36. ↑ (en) Pippig, Laura. Watch out! Don't fall victim to these fake CAPTCHA scams on the web – PCWorld, 02/04/2025. Kavet : 03/11/2026.
  37. ↑ (en) Beyond CAPTCHAs: How Scammers Trick You Into Running Code – Duke Information Security. Kavet : 03/11/2026.
  38. ↑ (en) Long, Emily. Watch Out for Fake CAPTCHAs That Spread Malware – Lifehacker, 17/06/2025. Kavet : 03/11/2026.