Dogoned

Ur strollad tud eo an Dogoned. BevaƱ a reont war an uhelgompezenn zo e-kreiz Mali, er su dāar gildroenn eus ar stĆŖr Niger zo tost da gĆŖr vBandiagara e korn-bro Mopti. Bezā ez eus war-dro 300 000 anezho. Brudet ez int abalamour dāo mojennoù, dāo daƱsoù, ha dāo doare da gizellaƱ war goad ha da sevel tiez. Er cāhantved tremenet ez eus bet kemmoù bras en aozadur kevredigezh an Dogoned, en o sevenadur hag en o cāhredennoù. Deuet eo ar cāhemmoù-se da-heul an douristed evit darn, hag int niverus-bras er rann-se eus Mali.
Douaroniezh ha poblaƱsouriezh
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Trocāhet eo bro an Dogoned gant Tarroz Bandiagara, anezhaƱ un tornaod krag a dizh 500 m uhelder hag en em astenn war 150 km pe dost. Er gevred dāan tornaod e kaver plaenennoù traezhek Seno-Gondo, hag er gwalarn dāan tornaod emaƱ uheldirioù Bandiagara.
Sevenadur ha relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a ra an darn vrasañ eus an Dogoned e speredoù an natur hag e Nommo, anezhañ spered an hendadoù. Un nebeud brav anezho a heuilh kelennadurezh an Islam ha lod zo bet kristenaet gant misionerien.
Hervez lignez ar baotred ez enroll an Dogoned o hendadoù. E penn pep kumuniezh dogon, anezhi ur familh ledanaet, en em gav un henaour. Hennezh eo mab bev henaƱ gourdad ar familh. Diouzh diaz roadennoù NECEP, e vez alies dimezioù lieswregek gant ar sistem-se, betek peder gwreg. Paotred zo o devez ur wreg hepken koulskoude. War-lercāh ganedigezh o bugel kentaƱ hepken e cāhall ar gwragez dont da vevaƱ en annez o fried. Betek kant a dud a cāhall mont dāober ur familh ledanaet, a reer āguinnaā anezhi.
Levier ar gĆŖriadenn eo an āHogonā. Dilennet e vez gant ar baotred koshaƱ e familhoù ledanaet ar gĆŖriadenn. Ret eo dezhaƱ heuliaƱ ur prantad deskoni cāhwecāh mizvezh, goude māeo dilennet. E-pad ar cāheit-se nāen deus ket gwir dāen em walcāhiƱ na da lemel e varv. GwiskaƱ a ra dilhad gwenn ha den ebet nāen deus gwir da douch anezhaƱ. Gant ur wercāhez yaouank ha nāhe deus ket bet he mizoù cāhoazh e vez naetaet e di ha fardet e bredoù. Da noz e tistro-hi dāhe zi. War-lercāh ar prantad deskoni e tougo ur boned ruz hag ur vrecāhenn gant ur berlezenn sakr a arouez e garg. Dont a ra unan eus e wragez da gemer plas ar wercāhez, met hi ivez a zistro dāhe zi da noz. Ret eo dāan Hogon bevaƱ e-unan en e di. E-pad an noz e teu an naer sakr Lebe da walcāhiƱ anezhaƱ ha da reiƱ furnez dezhaƱ.
Diwar al labour-douar e kendalcāh an Dogoned da vevaƱ. Gounit a reont mell, mell bras ha riz, kenkoulz hag ognon, butun ha legumajoù all. Marcel Griaule a bouezas evit ma vefe savet ur stankell tost da Sangha, ha broudaƱ a reas an Dogoned da cāhounit ognon. Abaoe eo bet daougementet armerzh korn-bro Sangha ha gwerzhet e vez ognon betek marcāhad Bamako pe Aod an Olifant zoken. Sevel a reont ivez deƱved, givri ha yer. Dalcāhet e vez ar greun e-barzh sanailhoù.
AmdrocāhaƱ
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Amdrocāhet e vez ar baotred dre strolladoù oad tri bloaz, an holl baotred etre 9 ha 12 vloaz da skouer. MerkaƱ a ra an amdrocāhadur fin o bugaleaj, he setu int deskoniet diwar neuze. Gant ar gov e vez graet an amdrocāhadur. Da cāhoude e chom ar baotred e-pad un nebeud devezhioù e-barzh ur foukenn, dispartiet diouzh ar peurrest eus tud ar gĆŖriadenn, betek ma vo pareet ar gouli. Un abeg lid eo an amdrocāhaƱ, ha tremen-distremen a ra ar baotred deskoniet da resev profoù. SeniƱ a reont ur benveg ispisial savet diwar ur walenn goad ha koulourdrennoù a ra trouz ur strakerez. E kĆŖriadenn Songho ez eus ur vougev amdrocāhaƱ kinklet gant livadurioù war rocāh ruz ha gwenn a daolenn loened ha plant. Nepell ez eus ur vougev ma vez renket ar binvioù sonerezh.
An Dogoned zo e-touez ar pobloù eus Afrika a amdrocāh ā pe a drodrocāh ā ar mercāhed ivez. Hervez Sekou Ogobara Dolo, e reer gant ar stumm moder, e korn-bro Sangha bepred, da lavaret eo e trocāher kabell an ellig hepken, e doare amdrocāhadur ar baotred. Trodrocāhet e vez ar mercāhed dāan oad a 7 pe 8 vloaz, abretocāh a-wechoù.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a lid a vez anavezet gant an Dogoned :
- SiguiĀ : pouezusaƱ lid an Dogoned. Cāhoarvezout a ra bep 60 vloaz ha gallout a ra padout meur a vloaz. E 1967 e teraouas an hini diwezhaƱ, hag echuiƱ e 1973. E 2027 e komaƱso an hini kentaƱ. Lid ar Sigui a arouez marv ar gourdad kentaƱ (arabat droukveskaƱ anezhaƱ gant Lebe) betek ar poent ma voe diskuliet implij ar gomz da vab-den. Un hir a brosesion eo ar Sigui. DeraouiƱ hag echuiƱ a ra e kĆŖriadenn Youga Dogorou, ha tremen eus an eil kĆŖriadenn dāeben e-pad meur a viz pe meur a vloaz. Maskloù a vez gant an holl baotred ha daƱsal a reont e steudadoù hir. Gant ar Sigui ez eus ur yezh kuzh nāo deus ket ar mercāhed gwir da zeskiƱ anezhi. Ur roll kreiz a vez cāhoariet el lid gant kevredigezh kuzh Sigui. Pell en a-raok e prientont al lidoù ha bevaƱ a reont kuzhet er-maez eus ar cāhĆŖriadennoù e-pad tri miz. Den ebet nāen deus gwir da welet anezho e-keit-se. āOuloubarouā a reer eus tud kevredigezh Sigui. Aon o devez kĆŖriadenniz razo ha maget e vez ar spont-se gant ar berz da vont er-maez diouzh an noz, pa glever sonioù a gemenn emaƱ an Oloubarou er-maez. Ar maskl pouezusaƱ, dezhaƱ ur roll bras e lidoù ar Sigui, eo ar Maskl Meur pe Mamm ar Maskloù. Meur a vetrad hed eo ha dalcāhet e vez gant an dorn. Ne vez ket implijet evit kuzhat an dremm. Bep 60 vloaz e vez krouet a-nevez.
- Lid AmmaĀ : evit azeuliƱ an doue krouer Amma. Dalcāhet e vez ur wech ar bloaz. Cāhoarvezout a ra en ur prof mell bervet lakaet war aoter pikernek Amma, ken e teu da vezaƱ gwenn.
- Lid LebeĀ : evit azeuliƱ an naer sakr Lebe a oa anezhaƱ an den krouet kentaƱ. Treuzfurmet e oa bet en un naer. Ur wech ar bloaz e vez dalcāhet al lid ha padout a ra tri devezh. Ur pikern begek eo an aoter. An Hogon a laka ur prof mell bervet warni. Da cāhoude e seven un nebeud lidoù en e di zo ti Lebe ivez. Dāan deiz diwezhaƱ, holl wazed ar gĆŖriadenn a ya da welet holl aoterioù Binou ha daƱsal a reont teir gwech en-dro da aoter Lebe. An Hogon a bed an holl arvesterien da evaƱ bier mell.
- Lid BinouĀ : ober a ra gant totemoù, re voutin evit ar gĆŖriadenn a-bezh ha re hiniennel evit beleien an totemoù. AzeuliƱ a reer ul loen totem war aoterioù Binou. Ar bual, da skouer, evit Ogol-du-Haut, hag ar banterenn evit Ogol-du-Bas. Den ebet, saƱset, ne vo graet gaou outaƱ gant e loen totem dezhaƱ, ha pa vefe ur cāhrokodil evel ma vez kont gant kĆŖriadenn Amani. Eno ez eus ur poullad krokodiled na reont droug ebet da annezidi ar gĆŖriadenn. Koulskoude e cāhallfe ul loen totem ober droug, ent direol, da unan en deus graet un dra bennak fall. Nāo deus ket gwir an azeulerien da zebriƱ o loen totem dezho. Da skouer, unan hag en deus ar bual da dotem nāen do ket gwir da zebriƱ kig bual, na da implijout al lĆŖr diwarnaƱ, na zoken da welet ur bual o vervel. Ma cāhoarvez gantaƱ memes tra, e rank aozaƱ un aberzh glanaat ouzh aoter Binou. Profet e vez mell bervet hag aberzhet e vez givri ha yer war un aoter Binou. Gwenn ha ruz eo an aoter da cāhoude. TennaƱ a ra aoterioù Binou da diez bihan, pep a zor outo. Brasocāh e vezont pa vez an aoter evit ar gĆŖriadenn a-bezh. Ur ācāhrog koumoulā zo ouzh aoter ar gĆŖriadenn ivez, evit tapout ar cāhoumoul ha lakaat anezho dāober glav.
- Lid ar CāhevelledĀ : Ur sin a chaƱs vat eo ganedigezh gevelled. Gant ar familhoù ledanaet Dogon ez eus lidoù ma cāhalvont o hendadoù betek o deroù, ar cāhevelled kozh eus mojenn krouidigezh ar bed.
- Lid MonoĀ : e digor pep kĆŖriadenn emaƱ aoter Mono. Gant gwazed yaouank dizimez e vez lidet Mono ur wech ar bloaz e miz Genver pe e miz Cāhwevrer. Tremen a reont an noz en-dro dāan aoter, o kanaƱ, o youcāhal hag o hejaƱ flammerennoù. Chaseal a reont logod a vo aberzhet war an aoter da darzh an deiz.
Yezhoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]An dogon zo bet sellet outaƱ alies evel ur yezh hepken. E gwirionez ez eus pemp strollad rannyezhoù da nebeutaƱ. Liesseurt-kaer eo kerentiad ar yezhoù dogon, ha komzerien hini pe hini anezho nāint ket evit kompren komzerien unan all gwall alies. Bezā ez eus ur yezh kuzh Sigui So ivez, hag a vez implijet gant Kevredigezh ar Maskloù e-pad al lidoù Sigui. Ar mercāhed nāo deus ket gwir da zeskiƱ Sigui So.
PeurliesaƱ e renker ar yezhoù dogon e-barzh kerentiad yezhoù an Niger-Kongo, met nāeo ket ken sklaer o flas e-barzh ar cāherentiad-se. Liammet e oa bet ar strollad dogon ouzh an iskerentiad mande, hag ouzh ar yezhoù gourek ivez. En ur studiadenn embannet nevez zo diwar-benn ar cāherentiad Niger-Kongo, e seller ouzh ar yezhoù dogon evel ur skourr dizalcāh diouzh Volta-Kongo.
Diskouez a ra ar yezhoù dogon un nebeud roudoù eus ur reizhiad renkadoù anvioù (da skouer, un dibenn liester a-ratozh zo evit an anvioù tud), ken e soƱj ar yezhoniourien eo diforcāhet abred-mat ar yezhoù dogon diouzh ar cāherentiad Niger-Kongo. Ur merk all eus kement-se eo urzh ar gerioù er frazennoù, Rener-Renadenn-Verb anezhaƱ, un dra voutin etre ar yezhoù dogon ha yezhoù eus skourroù kozh eus ar cāherentiad Niger-Kongo, evel ar yezhoù idjoek hag ar yezhoù mandeek.
Gwengelouriezh
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Elfenn greiz kosmogoniezh ha kosmologiezh an Dogoned, hervez Robert Temple, eo Sirius, sterenn ar Cāhi, a reont Po Tolo anezhi. Ar steredenn-se eo ar cāhreunenn zo diwanet galaksienn Hent sant Jakez diwarni, ha begel an hollved a-bezh. Evit an Dogoned nāeus fin ebet dāan hollved, met tu zo da vuzuliaƱ anezhaƱ. Leun eo a yalu ulo, da lavaret eo galaksiennoù troellennek, en ur gontaƱ an hini māemaƱ an heol.
Hervez an doare māo deus an Dogoned da veizaƱ an hollved, ez eo an darn vrasaƱ anezhaƱ ul lodenn eus ar reizhiad stered "diavaez", pāemaƱ ar reizhiad stered "diabarzh" tostocāh dāan Douar. E-touez ar stered zo er reizhiad "diabarzh" ez eus un nebeud brav hag o devez, hervezo, ul levezon war buhez an dud war an Douar hag a cāhoari ur roll en istor mab-den. E-touez ar re-se nāemaƱ ket koskor Sirius hepken, met ivez steredeg Orion, Yar hecāh evned ha re all.
Gant ar vBozoed, anezho ur genel zo o vevaƱ tost dāan Dogoned, ez eus mojennoù damheƱvel a denn da Sirius en oabl. Ober a reont anezhaƱ ar "Steredenn Lagad".
Dael
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Robert Temple, en e levr Kevrin Sirius embannet e 1975, a lakae an Dogoned e-kreiz e zamkaniezh diwar-benn astraerien eus an amzerioù koshaƱ. Gouez dezhaƱ, pa oa o cāhoulennata an Dogoned, e kavas e oa ganto titouroù diwar-benn Sirius hag he steredenn gompagnunez, Sirius B anezhi, zo e-barzh o lidoù ivez. Peogwir nāeus ket tu da welet Sirius B hep ober gant un teleskop ha ne oa ket teleskopoù gant an Dogoned, ur sevenadur ha na oa ket gwall emdroet a-fet teknologiezh anezho, e tiogelas Temple e oa ret dāan Dogoned bezaƱ bet darempredoù gant ur sevenadur emdroet evit kaout titouroù diwar-benn Sirius B. Setu e tastumas e oa deuet boudoù estrdouarel eus koskor Sirius da weladenniƱ an Dogoned ha da zeskiƱ dezho mont en-dro o annez er stered.
Abaoe māeo bet embannet levr Temple, ez eus bet gouizieien a-leizh o tizarbenn e vennozhioù hag o kinnig displegadennoù all dāan anadenn a ziskouez en e levr.
- Ar steredoniour Carl Sagan a bledas gant an danvez-se en e levr Empenn Broca (1979) ha disklĆŖriaƱ e oa meur a gudenn gant goulakadenn Temple. Lavaret a ra, da skouer, ne oar ket an Dogoned diouzh ur blanedenn all en tu-hont da Sadorn ha gwalinier ganti. Kement-se a ziskouezfe e teu o gouiziegezh eus Europiz kentocāh eget eus boudoù estrdouarel.
- Ur steredoniour all, Ian Ridpath e anv, a embannas ur pennad er gelaouenn Skeptical Enquirer (1978), ma tiskoueze meur a fazi e levr Templ. Daoust ma tenn un tamm mat an titouroù o doa bet an Dogoned, digant Europiz moarvat, dāar wirionez diwar-benn Sirius, e oa pell-bras gouiziegezh orin an Dogoned diouzh ar fedoù, emezaƱ.
- James Oberg en doa dastumet fedoù diwar-benn gwengelouriezh an Dogoned er cāhwechvet pennad eus e levr UFO's and other Other Space Mysteries (1982). Hervez Oberg e tenn kalz gouiziegezh steredoniel an Dogoned da hini Europiz e fin ar bloavezhioù 1920. Marteze a-walcāh o deus tapet an Dogoned o gouiziegezh steredoniel, titouroù diwar-benn Sirius hag all, digant gweladennerien eus Europa, a-raok ma vefe enrollet o mojennoù er bloavezhioù 1930. Oberg a ziskouez ivez ne oa ket ur meuriad digenvez eus an Dogoned, ha ne oa ket dav da dud eus an diavaez kelaouiƱ an Dogoned diwar-benn Sirius zoken. Ken buan all o doa tapet ar ouiziegezh-se en estrenvro, ha treuzkas anezhi dāo meuriad diwezhatocāh. Evel-se, dāar mare ma voe gweladennet an Dogoned gant Temple er bloavezhioù 1970, o doa bet un nebeud brav a zarempredoù gant bed ar cāhornĆ“g hag amzer a-walcāh da lakaat Sirius B en o relijion.
Levr Temple hag ar breud a oa bet war-lercāh an embannadur anezhaƱ o deus bet hep mar ebet un efed war an anaoudegezh zo eus meuriad an Dogoned e-touez dalcāhidi an New Age hag a re a bled gant an damkaniezhoù diwar-benn astraerien eus an amzerioù koshaƱ. Hiziv an deiz e teu an titouroù diwar-benn an Dogoned a gaver war lecāhiennoù internet a-leizh eus ur meskad etre fedoù diwar o fenn ha displegadurioù Temple. Da-heul ez eus tabut bras a-zivout ar pezh a ouzer evit gwir diwar-benn gwengelouriezh an Dogoned.
Daveoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Ar bobl
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Marcel Griaule: Conversations With Ogotemmeli: An Introduction To Dogon Religious Ideas. 1aƱ emb. 1965. ISBN 0-19-519821-2
- Marcel Griaule: Dieu d'eau. Entretiens avec OgotemmĆŖli. (1966) Emb. Fayard. ISBN 2-213-59847-9
- Bedaux, R. & J.D. van der Waals (eds.) (2003) Dogon: mythe en werkelijkheid in Mali [An DogonedĀ : mojenn ha gwirvoud e Mali]. Leiden: National Museum of Ethnology.
- Morton, Robert (emb.) & Hollyman, Stephenie (lucāhskeudennoù) & Walter E.A. van Beek (testenn) (2001) Dogon: Africa's people of the cliffs. New York: Abrams. ISBN 0-8109-4373-5
- Wanono, Nadine & Renaudeau, Michel (1996) Les Dogons (lucāhskeudennoù gant Michel Renaudeau; testenn gant Nadine Wanono). Pariz: Ćditions du ChĆŖne-Hachette. ISBN 2-85108-937-4
- Eds. Petit FutƩ. Mali 2005-2006 ISBN 2-7469-1185-X
- Sékou Ogobara Dolo: La mère des masques. Un Dogon raconte. (2002) Eds. Seuil ISBN 2-02-041133-4
- Gerard Beaudoin: Les Dogon du Mali (1997) Emb. BDT DƩveloppement. ISBN 2-9511030-0-X
Ar yezhoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Bertho, J. (1953) 'La place des dialectes dogon de la falaise de Bandiagara parmi les autres groupes linguistiques de la zone soudanaise,' Bulletin de l'IFAN, 15, 405ā441.
- Blench, Roger (2001) 'A Survey of Dogon languages in Mali: Overview'. Tapet dāar 26 a viz Mezheven 2005.
- Hochstetler, J. Lee, Durieux, J.A. & E.I.K. Durieux-Boon (2004) Sociolinguistic Survey of the Dogon Language Area. SIL International. online version
- Williamson, Kay & Blench, Roger (2000) 'Niger-Congo', in Heine, Bernd and Nurse, Derek (eds) African Languages - An Introduction. Cambridge: Cambridge University press, pp. 11ā42.
An dael diwar-benn Sirius
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Oberg, James (1982) UFOs and Outer Space Mysteries.
Liammoù diavaez
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- The contribution of linguistics and language studies in unravelling the history of the Dogon Plateau
- "Dogon and Sirius" tennet eus The Skeptic's Dictionary.
- "Excerpt from The Sirius Mystery" gant James Oberg.
- General information about the Dogon and Sirius diwar "Metaphysical and Science Website"
- Beaj da vro an Dogoned