Gennad ekonomikel
Neuz
gennad ekonomikel
| Iskevrennad eus | conceptual system |
|---|---|
| Rann eus | ekonomiezh |
| Implijet gant | by industry |
Ur gennad ekonomikel zo un hollad obererezhioù ekonomikel ha greantel damheñvel. An doare implijetañ da zidroc'hañ an obererezhioù ekonomikel a ra gant tri gennad[1] :
- kentañ gennad: an holl obererezhioù liammet ouzh dastum ha produiñ danvez krai, evel ed, glaou, koad pe houarn. Ar vengleuzierien, labourerien-douar ha pesketaerien zo holl labourerien eus ar gennad kentañ.
- eil gennad: an holl obererezhioù ma treuzfurmer an danvezioù krai pe ar madoù etre e stumm madoù, evel an houarn evit sevel un oto, ar gwiadoù e dilhad. Ar vañsonerien pe saverien dilhad zo o labourat en eil gennad ekonomikel.
- Trede gennad: an holl labourioù liammet ouzh ar servijoù evit pratikoù, kuzumerien pe embregrezhioù, evel ar magerezed, ar sinemaioù pe ar bankoù. Graet e vez un diforc'h etre ar servijoù kenwerzhel (stalioù, asurañsoù...) hag ar re nann-kenwerzhel (ospital, deskadurezh foran, al lu) a zo tachennoù labour an trede gennad.
En XXvet kantved, an ekonomiourien a oa kroget da ginnig e vije kemmet ar sell gant tri gennad en unan "pevar" ha betek "pemp" gennad. An obererezhioù ekonomikel a vije servijoù da vezañ er pevare gennad a vije servijoù liammet ouzh ar c'heleier ha diazezet war ar ouiziegezh, padal ar pempvet hini a vije reoù servijoù an industriezh liammet ouzh merañ tud hag an degemer.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Zoltan Kenessey. Public private and tertiary and Quaternary Sectors of the Economy. The Review of Income and Wealth. “Regarding the terminology itself Clark informs that "the term tertiary industries was originated by Professor A. G. B. Fisher in New Zealand, and became widely known through the publication of his book, The Clash of Progress and Security, in 1935. It took its origin from the titles current in Australia and New Zealand of 'primary industry' for agriculture, grazing, trapping, forestry, fishing and mining, and 'secondary industry' for manufacture. In Australia and New Zealand these terms are not only used in statistical reference books but are widely current in popular discussion. The phrase 'tertiary industries' therefore immediately carries, in these countries, a suggestion of those excluded by the official definition of 'secondary industries."”