Mont d’an endalc’had

John Steinbeck

Eus Wikipedia
John Steinbeck
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJeffery Ernest Steinbeck Kemmañ
Anv ganedigezhJeffery Ernest Steinbeck Kemmañ
Anv-bihanJeffery, Ernest Kemmañ
Anv-familhSteinbeck Kemmañ
Anv berrJohn Steinbeck Kemmañ
Treuzskrivadur APIˈstaɪnbɛk Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 C'hwevrer 1902 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSalinas Kemmañ
Deiziad ar marv20 Kerzu 1968 Kemmañ
Lec'h ar marvHarlem, New York Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvheart failure, cardiovascular disease Kemmañ
Lec'h douaridigezhGarden of Memories Kemmañ
TadJohn Steinbeck Kemmañ
MammOlive Hamilton Kemmañ
PriedElaine Anderson Steinbeck, Gwyn Conger, Carol Henning Kemmañ
BugelJohn Steinbeck IV, Thomas Steinbeck Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labournovel of manners, creative and professional writing, Komz-plaen Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Stanford, Salinas High School Kemmañ
Lec'h annezJohn Steinbeck House Kemmañ
Deroù ar prantad labour1927 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1968 Kemmañ
Relijion pe kredennagnostegezh Kemmañ
Oberenn heverkA-ziwar logod ha tud, The Grapes of Wrath, East of Eden Kemmañ
Diellaouet gantStanford University Libraries Department of Special Collections and University Archives, University of Maryland Libraries, Harry Ransom Center Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMinneapolis Institute of Art Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Letters, PEN American Center, Inc. Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
BibliographyJohn Steinbeck bibliography Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Collection items atNational Museum of Natural History Kemmañ

Ur skrivagner amerikan e oa John Ernst Steinbeck, Jr., bet ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1902 e Salinas ha marvet d'an 20 a viz Kerzu 1968 e New York. Peurliesañ e oa bet kavet gantañ danvez e romantoù e buhez tud e vro, Kalifornia.
Dezhañ e voe roet priz Nobel al lennegezh e 1962.

Ganet e oa bet e Salinas (Kalifornia). Teñzorer e oa e dad ha skolaerez e vamm. Teir c'hoar en doa : Elizabeth (1894-1992), Esther (1892-1986) ha Mary (1905-1965). Studiañ a reas e lise Salinas, hag e skol-veur Stanford da c'houde. Dilezel a reas e studioù e 1925 evit mont da gazetenner e New York. Labourat a reas ur prantad berr evit an New York American ha distreiñ a reas da Salinas e 1926.

Skrivañ a reas e romant kentañ e 1929 : Ar gib alaouret (Cup of Gold: A Life of Sir Henry Morgan, Buccaneer, With Occasional Reference to History), ul levr faltazi diazezet war vuhez Henry Morgan. Ne reas ket berzh al levr-se. E 1930 e timezas gant Carol Henning ha dilojañ a rejont da Bacific Grove. Aze e reas anoudegezh gant Edward Ricketts, bevoniour al labour-douar, deuet da vezañ mignon bras dezhañ.

Embann a reas Peurvanoù an neñv (The Pastures of Heaven) e 1932, un dastumad danevelloù zo lec'hiet o istor e kêr Monterey (Kalifornia). E 1933 e embannas ar pone ruz (The Red Pony ) ha D'un Doue dianavez (To a God Unknown). Derc'hel a reas d'ober war-dro e vamm, war he zalaroù, betek he marv e 1934. Aet e oa bet e dad d'an Anaon war he lerc'h, e 1935. Kregiñ a reas John Steinbeck da zastum titouroù war sindikadoù al labour-douar d'ar mare-se. Gant Tortilla Flat (skrivet e 1935) e tapas e briz lennegezh kentañ : medalenn aour ar gwellañ skrivagner kaliforniat, roet gant ar Commonwealth Club of California. Kalz a vrud a zigasas dezhañ an istor fentus-se.

Gant A-ziwar Logod ha Tud (Of Mice and Men) ha Dre un emgann arvarus (In Dubious Battle), embannet e 1936, e teuas e oberennoù da vezañ siriusoc'h-siriusañ. E-barzh ul lizher kaset d'ur mignon dezhañ e skrivas, mantret : « Taolioù-dispac'h 'zo e Salinas ha muntroù e straedoù kêr karet ma ganedigezh. »

Goude An draonienn hir (The Long Valley) e 1937 ha Their Blood Is Strong, ur reportaj war sujet al labourerien divroet e 1938, e embannas Blokadoù ar gounnar (The Grapes of Wrath) e 1939, a oa, hervezañ, e wellañ oberenn. Koulskoude, peogwir e kave dezhañ e oa re zispac'hel e levr evit ober berzh, e c'houlennas gant e embanner moulañ un nebeudig skouerennoù hepken ... Berzh a reas al levr daoust d'ar yezh implijet ennañ ha d'ar menozhioù displeget. Difennet e voe al levr e meur a gêr e Kalifornia. E 1940 e resevas ar film aozet diwar ar romant-se ar Priz Pulitzer.

E 1941 e aozas ur verdeadenn gant e vignon Ricketts ha gante o-daou e voe skrivet Sea of Cortez (E Mor Cortés).

Embann a reas Steinbeck "Loar du" e 1942. Ar bloavezh-se e tizimezas, da addimeziñ gant Gwyndolyn Conger bloaz goude. Ar film Lifeboat, skrivet ar skript gantañ, a zeuas er-maez e 1944. Dilojañ a reas evit mont da Vonterey, lec'h ma ne voe ket degemeret mat. Kavout a reas bod neuze e New York, e lec'h ma voe ganet e vab kentañ : Thom.

Goude bezañ skrivet gantañ Straed ar Sardinenn (Cannery Row) e 1945, e tilojas da Bacific Grove e 1948. Kregiñ a reas d'ober enklaskoù evit skrivañ East of Eden. E 1946 e voe ganet e eil mab, John. Klask a reas prenañ ranch ar Pone ruz, hogen ne zeuas ket a-benn. Adkavout a rejod tudennoù Straed ar Sardinenn e-barzh ur romant all : Yaouvezh dous (Sweet Thursday).

E 1947 e embannas "Ar berlezenn" hag ez eas kuit da vro Rusia gant al luc'hskeudenner Robert Capa, evit an New York Herald Tribune. Skrivañ a reas diwar-benn e veaj e Dornlevr Rusiat (Russian Journal) e 1948. Mervel a reas Ricketts en ur gwallzarvoud.

Dibriediñ a reas Steinbeck pa reas anoudegezh gant Elaine Anderson Scott e 1949. Eurediñ a rejont e 1950. E 1952, e kemeras perzh e film Elia Kazan, Viva Zapata ! hag e embannas E reter an Eden (East of Eden).

John Steinbeck

E 1954 e embannas Yaouvezh dous (Sweet Thursday). Ur gomedienn war gan (Pipe Dream) a voe savet diwarnañ e 1955. Dilojañ a reas da Sag Harbor, e stad Stad New York. E 1957 e kinnigas tud kêr Salinas reiñ e anv d'ul lise. Nac'hañ a reas.

E 1958 e oa embannet Once There Was a War, dastumad e reportajoù brezel. Ul lamm galon a dapas e 1959, pezh a roas dezhañ c'hoant bras da veajiñ e Bro-Saoz, e Kembre, ha da foetañ bro en Amerika e 1960.

E 1962, e skrivas The Winter of Our Discontent, gant ar c'hoant da « zistreiñ pemzek vloaz a-raok ha da gregiñ en-dro ». Digalonekaet e oa d'ar mare-se ha soñjal a rae dezhañ e oa bet kaset pell diouzh an "traoù gwir" gant ar vrud.

Tapout a reas priz Nobel al lennegezh en 1962 evit E reter an Eden. Goude ur veaj en Europa gant Edward Albee e 1963 e resevas Medalenn Frankiz ar Stadoù-Unanet e 1964.

Mervel a reas d'an 20 a viz Kerzu 1968 e New York.

Oberennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù en diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]