Partit Occitan
Neuz

Ar Partit Occitan (Strollad Okitanat) a zo ur strollad emrenour a stourm evit emrenerezh Okitania. Krouet e voe e 1987 dre unvaniezh meur a luskad okitanat (Volem Viure Al PaĆs, PaĆs Nòstre, etc.) strollet asambles gant danvez kannaded d'an dilennadeg rannvroel 1986 (Union Occitana, Les RĆ©gionalistes). E bal a zo d'aozaƱ un emsav okitanat kredus ha barrek da stourm en un doare efedus evit anaoudegezh ha emverouriezh Okitania.
Gwan e chom e levezon, hag en deus nebeut a guzulierien-gĆŖr.
Un ezel eus Emglev Libr Europa hag eus Rannvroioù ha pobloù kengred eo. Embann a ra ur gelaouenn, Occitania, a zeu er-maez pep daou viz.