Paul Ladmirault
| Reizh pe jener | paotrĀ |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Paul LadmiraultĀ |
| Anv-bihan | Paul-ĆmileĀ |
| Anv-familh | LadmiraultĀ |
| Deiziad ganedigezh | 8 Kerzu 1877Ā |
| Lec'h ganedigezh | NaonedĀ |
| Deiziad ar marv | 30 Here 1944Ā |
| Lec'h ar marv | KamoelĀ |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | sonaozour, Choregrapher, penn laz-seniñ, musicologist, music critic |
| Bet war ar studi e | lycée Georges-Clemenceau, Conservatoire de Paris |
| Bet studier da | Gabriel Fauré, Antoine Taudou, André Gedalge |
| Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944)Ā |
| Ezel eus | Kelc'h keltiek Naoned, Unvaniez ar Seiz BreurĀ |
| Tachenn | C'hoarigan, sonerezh klaselĀ |
| Rummad tost | Category:Compositions by Paul LadmiraultĀ |

Paol Ladmirault (pe Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer breizhat, ganet e Naoned d'an 8 a viz Kerzu 1877, ha marvet d'an 30 a viz Here 1944 e Kamoel (Mor-Bihan), war-lez ar stêr Gwilun.
Buhezskrid
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. SkrivaƱ a reas e oberennoù kentaƱ pa oa 8 vloaz hepken. SeniƱ a rae ar piano, an orglez hag ar violoƱs. Ur bugel marzh a oa anezhaƱ. E opera kentaƱ "Jili Raez" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh Gabriel FaurĆ©, ha klaviazaƱ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton, ezel e oa bet e Strollad Broadel Breizh. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentaƱ ar bodad arzel Seizh Breur e oa. Dāe heul e emezelas buan Georges Arnoux ha diwezhatoc'hik Paol ar Flemm. DeskiƱ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiƱ a reas "Barddas", levr ar Varzhed. Marvel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.
Katolik don, ne skrivas nemet ur pezh sonerezh sakr "Oferenn verr", 60 vloaz e oa pa skrivas anezhi evit e vab Daniel pa yeas da veleg[1].
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Awenet eo oberenn Ladmirault gant mojennoù ar Gelted. Brudet eo evit e varzhonegoù siñfoniek, en o zouez emañ "Breselien diouzh ar mintin" hag "Ar Briwer". Oberennoù all a zo bet savet gantañ diwar-benn Breizh end-eeun pe bed ar Gelted "Heuliad brezhon" e 1903, ha "Rapsodienn ouezel" e 1909, pe sonerezh Tristan hag Izold. N'eo ket bet c'hoariet gwech ebet e eil opera Myrdhin (Marzhin). Pezhioù sonerezh relijiel kaer-kenañ a zo bet savet gantañ ivez.
Oberoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Heuliad Breizh
- Belegez Korydwenn, gourc'horoll
- Ar Briwer, barzhoneg siƱfoniek
- Er c'hoad, barzhoneg siƱfoniek
- Valsenn drist evit piano ha laz-seniƱ
- Bresilien diouzh ar mintin, barzhoneg siƱfoniek
- DimeziƱ evit laz-seniƱ ha piano
- Yaouankiz Cervantès evit laz-seniñ
- Sinfonienn en Ut
- Heuliad Breizh 1903
- Rapsodienn ouezel 1909
- Tristan hag Izold, sonerezh leurenn 1929
Oberoù sonerezh kambr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Argemm war tonioù binioù evit piano pevar dorn
- Marc'hekadenn, faltazienn war "reeloù" skos, triad evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Tenergan evit pevarad-kerdin
- Triad "ar Stêr" evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Faltazienn evit violoƱs ha piano 1899
- Kanaouennoù ar mor evit usvoud ha piano 1906
- Sonatenn evit violoƱs ha piano 1931
- Pempad-kerdin 1933
- Pevarad-kerdin 1933
- Eus an Disheol dāar SklĆŖrijenn evit violoƱs ha piano 1935
- Koral hag argemm evit piano ha pempad-c'hwezh 1936
- Sonatenn evit gaolvioloƱs ha piano 1939
- Sonatenn evit klerinell ha piano 1942
Oberoù piano ha kanaouennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Daou zaƱs
- Pevar fezh
- EƱvor un azen
- Peder damskeudenn evit piano
- Valsenn drist evit daou biano, 1901
- Brimbalerezh, 1929.
Oberoù mouezh ha relijiel
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Tantum ergo evit mouezh, orglez ha laz-seniƱ
- Oferenn verr evit kor ha orglez
- Myrdhin, opera
- Jili Raez, opera 1893
- Tonioù kozh evit tenor, pevarad-kerdin ha piano 1897
- GlycĆØres, operetenn 1928