Mont d’an endalc’had

Ronan Caerleon

Eus Wikipedia
Ronan Caerleon
Anv ofisiel RenƩ Caouissin
Anv pluenn Ronan Caerleon
Ronan Caouissin
Obererezh Embanner
Skrivagner
Saver Filmoù
Poder
Ganedigezh 1914
e Pleiber-Krist, Breizh
Marv D'an 12 a viz Meurzh 1986
En Dreneg, Breizh
Yezh skrivaƱ Galleg
Oberennoù pennañ
Au village des condamnƩs Ơ mort
Complots pour une rƩpublique bretonne
La rƩvolution bretonne permanente
Le rĆØve fou des soldats de Breiz Atao
Traoù ouzhpenn
Anne de Bretagne en bandes dessinƩes
BreizhĀ : visions d'histoire
Bretons d'aujourd'hui
Gwenn ha du
Landouzan au cœur des siĆØcles bretons
Les Bretons le dos au murĀ : le F.L.B. devant la Cour de sĆ»retĆ© de l'Ɖtat''
Les chevaliers de la table ronde

Ronan Caerleon eo anv-pluenn Ronan Caouissin, ur broadelour kristen breizhat hag ur skrivagner gallek, bet ganet e 1914 e Pleiber-Krist ha marvet e 1986.

Bez' e voe embanner ha skrivagner. Tad da bemp bugel e voe. Kemer a reas perzh e strollad c'hoariva ar Bleun-Brug a voe « goude gousperoù e brezhoneg » an anv anezhañ. Bet e voe tost ouzh Yann-Vari Perrot. E 1938 ez eas daou vizvezh en toull-bac'h e Sant-Brieg a-gevret gant Célestin Lainé evit bezañ livet luganoù broadelour war vogerioù, da geñver gweladenn arlevier Bro-C'hall[1].

E 1939 e timezas da Jorda Renault, ur glañvdiourez en doa graet anaoudegezh ganti e pardon Koat Kev e Skrigneg. Ober a reas war-dro ar gelaouenn gristen Olole evit ar yaouankiz, gant e vreur Herri Caouissin. Adarre e voe toullbac'het e 1944 e-pad eizh miz. E-doug mizioù e voe difennet outañ dont da chom e Breizh hag e rankas dilojañ da Enez-Frañs.

Ouest-Eclair, 24 a viz Mae 1938, harzadenn Ronan Caerleon evel sekretour melestradurel ar gazetenn Breiz Atao.

War-lerc'h ar brezel e roas lañs da fiñvskeudennoù breizhek gant e vreur, dre ar gevredigezh Brittia-films. Henry ha Ronan Caouissin o deus produet ha sevenet teulfilmoù ha filmoù faltazi, dreist-holl "Le mystère du Folgoët", filmet e brezhoneg hag e galleg gant sikour o breur Pierre a-dreñv ar c'hamera[2],[3].

Skrivañ a reas meur a levr e galleg a-zivout politikerezh Breizh hag an emsav, gant e-leizh a hanezennoù diwar-benn oberourion an eil Emsav, awenet gant an tu-dehou hag ar gristeniezh kentoc'h.

Diwezhatoc'h e teuas da vout poder, d'an oad a 60 vloaz, pa grouas an "Ti-labour Keltiek" en Dreneg, war hent Brest, e-lec'h ma pledas gant ar c'heramik hag ar c'hizellerezh war temoù breizhek ha keltiek betek e varv e 1986[4]. E vreur, Herri Caouissin, a zo ezel Gorsedd Breizh (e galleg : Fraternité des Druides, Bardes et Ovates de Bretagne) hag ur berrskrid implijet gant an drouizegezh pe an nevezdrouizegezh eo.

Mervel a reas d'an 12 a viz Meurzh 1986. Douaret e voe e bered An Dreneg.

E vab-bihan Gwendal PiƩgais en deus kengrouet ar gelaouenn Nidiad.

  • Bretons d'aujourd'hui, 1936.
  • Gwenn ha Du, emb. Ronan, Pleiber-Krist, 1938.
  • Les chevaliers de la Table Ronde, emb. Brittia, 1945.
  • Complots pour une RĆ©publique bretonne, Les dossiers secrets de l'autonomisme breton, La Table Ronde, 1967[5].
  • La RĆ©volution bretonne permanente, emb. La Table Ronde, 1969.
  • Au village des condamnĆ©s Ć  mort, emb. Brittia, 1970.
  • BreizhĀ : visions d'histoire. Melezour Breizh - Fontenay-aux-Roses. (gant V. Ler). 1970
  • Les Bretons le dos au murĀ : le F.L.B. devant la Cour de sĆ»retĆ© de l'Ɖtat, La Table Ronde, 1973, emb. Brittia, 2000. ISBN 2845600062.
  • Le rĆŖve fou des soldats de Breiz Atao, emb. Nature et Bretagne, 1974.
  • Anne de Bretagne en bandes dessinĆ©es, Ti Labour Keltiek, Plabennec, 1977. (gant Jorda Caouissin, e wreg)
  • Landouzan au cœur des siĆØcles bretons. An Dreneg, emb. Mignoned - 1979. (gant Jorda Caouissin).
  • GwenaĆ«l FoucrĆ©, Les frĆØres Caouissin, Bretons sans entrave. Sur la route au but lointain, Skol-Veur Roazhon, 1990.
  1. ↑ Gw. pajenn 144 Au village des condamnĆ©s Ć  mortĀ : "Ronan Caerleon en ur vont er maez eus an toull-bac'h e 1938. Kondaonet gant LainĆ© ha Geffroy evit bout iriennet trubuilhoù e-sell gweladenn arlevier ar Republik e Sant-Brieg." (Troet diwar ar galleg)
  2. ↑ (fr)Ronan et Henri Caouissin, INA, 16.3.2024
  3. ↑ (fr)Youenn Caouissin, Il y a 70 ansĀ : naissance d'un authentique cinĆ©ma breton avec le mystĆØre du FolgoĆ«t, 3.9.2023
  4. ↑ (fr)Tudwal Ar Gov, Ronan Caerleon aurait eu 105 ans aujourd’hui…, Ar Gedour, 22.7.2019
  5. ↑ "Daoust da berzhioù mat ez eo oberenn C. muioc'h hanezennel eget istorel ha ne vank ket a fazioù a fed pe a varn e-barzh, daoust d'an hegarat ma 'z eo." (Goulven Pennaod, keneil da R. Caouissin, troet diwar ar galleg).