Thor Heyerdahl
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Norvegia |
| Anv e yezh-vamm an den | Thor Heyerdahl |
| Anv-bihan | Thor |
| Anv-familh | Heyerdahl |
| Deiziad ganedigezh | 6 Here 1914 |
| Lec'h ganedigezh | Larvik |
| Deiziad ar marv | 18 Ebrel 2002 |
| Lec'h ar marv | Colla Micheri |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev an empenn |
| Tad | Prut |
| Mamm | Alison Martine Lyng |
| Pried | Liv Rockefeller, Yvonne Dedekam-Simonsen, Jacqueline Beer |
| Bugel | Thor Heyerdahl, Bjorn Heyerdahl, Marian Heyerdahl |
| Kar | Christopher Heyerdahl |
| Yezhoù komzet pe skrivet | norvegeg, saozneg, italianeg |
| Tachenn labour | ethnography |
| Bet war ar studi e | University of Oslo |
| Diplom skol-veur | doktorelezh |
| Rener tezenn | Kristine Bonnevie |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Perzhiad e | Kon-Tiki expedition, Ra expedition, Ra II expedition |
| Ezel eus | Norwegian Academy of Science and Letters |
| Levezonet gant | Kristine Bonnevie |
| Rummad tost | Category:Films directed by Thor Heyerdahl |
Thor Heyerdahl KStJ, ganet d'ar 6 a viz Here 1914 hag aet da Anaon d'an 18 a viz Ebrel 2002, a oa un avanturour hag etnografour gant deskadurezh war ar biologiezh, gant un arbennikadur war ar loenoniezh, louzawouriezh ha geografiezh.
Heyerdahl a zo bet brudet dre beaj ar C'hon-Tiki e 1947, pa oa bet beajet gantañ 8000 km a-dreuz ar Meurvor Habask en ur vag savet er c'hiz kozh ha gant an dorn o loc'hañ diouzh Suamerika da vont d'an Inizi Tuamotu. An ergerzhadenn a oa he fal diskouez e oa bet an dud blev rouz, gant kroc'hen gwenn "poblad Tiki" eus Suamerika oc'h erruout ha trevadenniñ Polinezia ar re gentañ, a-raok ar Bolinezianed. E selloù dreistleder war an hensevenadurioù a zo bet nac'het gant ar gumuniezh skiantel, memes a-raok ma krogje e veaj.
Heyerdahl en doa graet beajoù all evit prouiñ eo posubl e vije bet eskemmoù etre pobloù an amzerioù kent, evel an ergerzhadenn Ra II e 1970, pa oa bet o vageal eus Afrika ar C'hornaoueg betek Barbados gant ur vag e papiruz.