Helveted

An Helveted[1] pe Helvetii (hervez al latin) a oa ur bobl cāhalian a oa o vevaƱ el lecāh māemaƱ Suis bremaƱ er cāhentaƱ kantved kent JK.
Anv a vez graet anezho gant Julius Caesar en e Commentarii de Bello Gallico[2], ma kont e klaskjont mont eus an Alpoù war-zu mervent Galia e 58 kent JK. Miret e voe outo a dreuziƱ bro an Allobroged gant armeoù Caesar. Neuze e klaskjont tremen dre zouaroù ar Sequani hag an AeduiĀ : taget e voent gant ar soudarded roman ha faezhet en emgann an Arar (SaĆ“ne). Ur pennadig goude e voent trecāhet adarre en emgann Bibracte, e bro an Aedui. Rankout a rejont distreiƱ dāo bro orin ha roet e voe dezho ar gefridi da zifenn harzoù an Impalaeriezh roman diouzh ar Cāhermaned, ha ganto ur statud a « bobl gevredetĀ Ā» (foederati). Cāhwecāh vloaz war-lercāh koulskoude e voe an Helveted o reiƱ harp da emsavadeg Verkingetorix e 52 kent JK[3].
En III hag er IVe kantved e voe taget bro an Helveted, a oa bet romanekaet da neuze, gant Alemanned ha Burgonded. A-benn ar Vvet kantved e oa bet peuraloubet gant ar pobloù german-se.
Notennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 63
- ā De Bello Gallico, levrenn 1, pennadoù 2-29
- ā De Bello Gallico, levrenn VII, pennad 75