Renault FT
| Renault FT | |
|---|---|
Ur Renault FT war ziskouez e Mirdi an Arme e Pariz (Bro-C'hall). | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Tank skañv |
| Akipaj | 2 zen |
| Armadur | Ur c'hanol 37 mm APX SA18, unan pe div vindrailherez Hotchkiss e 8 mm |
| Mare servij | 1918 - 1940 (e arme Bro-C'hall) |
| Produerien | Renault SOMUA Berliet Delaunay-Belleville |
| Mare produiñ | 1917-1919 |
| Niver produet | Etre 3 000 ha 4 000 hervez ar mammennoù |
| Adstummoù | Stumm kanol Stumm mindrailherez Stumm TSF Stummoù all kopiet ha poduet e broioù all |
| Perzhioù teknikel Hervez ar stumm | |
| Mas | 6,5 - 7 tonenn |
| Hirder | 5 m |
| Ledander | 1,74 m |
| Uhelder | 2,14 m |
| Hobregon | Etre 6 ha 16 mm |
| Galloud | 35 MN |
| Tizh war an hent | 8 km/h |
| Autonomie | 65 km |
Ar Renault FT (anvet ivez, goude ar C'hentañ Brezel-bed, an FT-17, FT17) a oa un tank skañv gall bet modern-tre ha gant levezon bras war istor dizain an tankoù. An FT a oa ar c'hentañ tank produet o kaout e armamant en un douribell fiñvus a bep tu[1]. Doare renkañ ar Renault FT (kombod ar vourzhidi e tal, kombod ar c'heflusker a-dreñv, hag an armamant diazez en un douribell hedro) a oa deuet da vezañ hini darn eus an tankoù a vo savet da c'houde. Setu perak eo bet lod istorourien arbennikaet war ar brezel hobregonet oc'h ober eus ar Renault FT ar c'hentañ tank modern.
Ouzhpenn 3 000 tank skañv Renault FT a zo bet produet gant Bro-C'hall, an darn vrasañ anezho er bloavezh 1918. Goude ar C'hentañ Brezel-bed, an tankoù FT a oa bet ezporzhiet a niveroù bras. Kopiennoù pe azasadurioù a oa bet savet er Stadoù-Unanet (M1917 (tank skañv)), en Italia (Fiat 3000), hag en Unvaniezh Soviedel (Tank T-18). Ar Renault FT a zo bet implijet er mare etre an daou vrezel dre ar bed a-bezh met pa oa kroget an Eil Brezel-bed e oa diamzeriet. Implijet e voe gant arme Frañs e-pad emgann Bro-C'hall c'hoazh[2]. Ar skouerennoù a chome a voe adimplijet gant ar Wehrmacht, dindan an anv SdKfz 730 (f).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bez e oa bet dija touribelloù fiñvus en a-raok war tankoù pe kentpatromoù, hag implijet e oant dija evit kirri hobregonet, met tank ebet er servij ne oa dafaret gant seurt gweladenn.
- ↑ (fr) François Bertin, Blindés 39/45, emb. Ouest-France, 219 p., ISBN 978-2-73738022-8, p. 18
| |||||||||||||||||