anezhi
Neuz
Brezhoneg
Furm araogenn
| Gour | Furm |
|---|---|
| U1 | ac'hanon |
| U2 | ac'hanout |
| U3g | anezhaƱ |
| U3b | anezhi |
| L1 | ac'hanomp |
| L2 | ac'hanoc'h |
| L3 | anezho, anezhe |
| D | ac'hanor |
anezhi /Ć£ĖneĖ(z)i/
- Furm an araogenn a, eus, displeget en trede gour unan benel.
- An eil tamm anezhi zo d'ho pried ha c'hwi.[1]
- Netra nemet ar gweled anezhi a oa a-walcāh evit laouenaat, KAB 1/58
- noz eo anezhi, ā (Yann ar Floc'h, KoƱchennou eus Bro ar StĆŖr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 95.)
- Deiz eo anezhi. ā (Nouvelles Conversations en breton et en franƧais, 1857, p. 35.)
- Antronoz vintin, gwener anezhi ha deiz yun, e ya ar manac'h kuit hep debriƱ begad. ā (Yann ar Floc'h, KoƱchennou eus Bro ar StĆŖr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 132.)
- Da verkaƱ an eur:
- Kreisteiz anezhi, ā (Jules Gros, Le trĆ©sor du breton parlĆ© 4, Skol Vreizh, 1989, p. 13.)
- Peder eur eo anezhi.ā (Yann ar Floc'h, KoƱchennou eus Bro ar StĆŖr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 99.)
- A-benn ma vije arru eiz eur anezi. ā (Jules Gros, Le trĆ©sor du breton parlĆ© PremiĆØre Partie, 1966, p. 99.)
- gant un anv-gwan
- P' en em gavchont e-kreiz an enez, n'oa ket bras anezi, [...]. ā (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 60.)
- Met ar wirionez zo kaer anezi he-unan. ā (Yann ar Floc'h, KoƱchennou eus Bro ar StĆŖr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 26.)
- DeskiƱ anezhi: deskiƱ ur gentel, gouzout petra zo c'hoarvezet,
- ā [...]Ā ! Disk anezi, va faotr,... ha roust, en em denn ac'halen da glask va gwezenn. ā (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 12.)
- DuaƱ anezhi: bevaƱ er baourentez,
- Ma' m-bije gouezet, e oan chomet er-mĆŖz euz ar vro, ne oan ket deut amaƱ da zua anezi. ā (Jules Gros, Le trĆ©sor du breton parlĆ© DeuxiĆØme Partie, 1970, p. 145.)
- BezaƱ anezhi (gant un anv-kadarn)
- TanfouichĀ ! nann, hounnez ne c'hoarze tamm, al lorgnez a oa anezi, eun dostenn zivalo stag mat he c'hroc'hen ouz he c'heinĀ : [...]. ā (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 184.)
- HomaƱ a zo eur plah anezi. ā (Jules Gros, Le trĆ©sor du breton parlĆ© PremiĆØre Partie, 1966, p. 99.)
- Lavarout a rin bremaƱ e oa ur sorserez anezhi. ā (Yann ar Floc'h, KoƱchennou eus Bro ar StĆŖr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 206.)
- Nāeus ken met ar spes anezhi, ā (Jules Gros, Le trĆ©sor du breton parlĆ© PremiĆØre Partie, 1966, p. 99.)
- Evel perc'hennañ (-> eus an dra-se) :
- Gwell a se ma'z eo e-giz ma lavar ar vrud anezi . ā (Yann ar Floc'h, KoƱchennou eus Bro ar StĆŖr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 27.)
- Furm eus an araogenn eus penn kentaƱ ul lavarenn:
- ... ar valizenn a hanterzigoras, hag anezi e kouezas forz pezioù arc'hant gwenn ... ā (TAL, p. 8.)
Troioù-lavar
- c'hoari anezhi
- gouzout anezhi
- duaƱ anezhi
- gweaƱ anezhi: bevaƱ en dienez
- kas anezhiĀ : kemer e blijadur
- klevout anezhi: klevout e begement
- ruzañ anezhi : kaout poan o skoulmañ an daou benn
- skoulmañ anezhi : 1) ober marc'had; 2) dimeziñ
- lonkaƱ anezhi
- [1] : Soubenn al laezh, Sonioù Feiz ha Breiz (w.d. 1930)